Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 1:32 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 Hennes a vezo braz, hag a vezo galvet Mab an Holl‐C’halloudec, hag an Aotrou Doue a roio dezhan tron David he dad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Hemañ a vo bras hag a vo galvet Mab an Uhel-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 1:32
39 Referencias Cruzadas  

Levr lignez Jesus‐Christ, mab David, mab Abraham.


Rouanez ar c’hresteiz a zavo er varn, a‐enep ar generation‐man, hag a gondaono anezhi; abalamour ma teuaz euz ar pen pella euz an douar evit klevet furnez Salomon; hag aman ez euz mui eged Salomon.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Mes Jesus a davaz, ha na respontaz netra. Ar beleg braz a reaz c’hoas ar goulen‐man diganthan, hag a lavaraz dezhan: Ha te eo ar C’hrist, Mab an Doue benniget?


hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel: Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl‐galloudec! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun.


Rag braz e vezo dirag an Aotrou; na evo na gwin nag evach da vezvi e‐bed, hag e vezo leun euz ar Spered‐Santel, adaleg kov he vam;


Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.


Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl‐C’halloudec; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou,


Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl‐C’halloudec, rag hen a zo mad e‐kenver ar re ingrat hag ar re fall.


Ar bobl a respontaz dezhan: Ni hon euz desket dre al lezen e tle ar C’hrist choum da viken; penaos eta e leverez‐te ez eo red e vez savet Mab an den? Piou eo ar Mab‐an‐den‐ze?


ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo.


Honnes, o veza heulliet Paol ha ni, en em lakaz da grial, en eur lavaret: An dud‐man a zo servicherien an Doue Holl‐C’halloudec, pere a annons deoc’h hent ar zil vidigez.


Mes o veza ma oa profet, hag o c’houzoud hen doa Doue prometet dezhan gant le e lakje ar C’hrist da c’henel euz he lignez hervez ar c’hig, evit hen lakaad da azeza var he dron;


Ra ouezo eta holl di Israel a‐dra‐zur, penaos hen deuz Doue great Aotrou ha Christ ar Jesus‐se pehini hoc’h euz crucifiet.


Koulskoude an Doue Holl‐C’halloudec na choum ket en templou great gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profet:


hag, hervez ar spered a zantelez, discleriet da veza Mab Doue en eun doare galloudus meurbed, dre he resurrection a‐douez ar re varo, da lavaret eo, Jesus‐Christ hon Aotrou,


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos