Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 1:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Neuze eun eal euz an Aotrou en em ziskouezaz dezhan, en he za en tu deo euz a aoter an ezans.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 1:11
15 Referencias Cruzadas  

Hag an eal a respontaz dezhan: Me eo Gabriel pehini a choum dirag Doue; hag ez oun bet digasset da gomz ouzid ha da annonsi d’id ar c’helou mad‐man.


Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez.


Neuze an eal a lavaraz dezhe: N’ho pezet ket a aoun; rag digas a ran deoc’h eur c’helou mad, pehini a vezo eur sujet a joa vraz evit ar bobl holl;


Ha setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em brezantaz dezhe, ha gloar an Aotrou a lugernaz en‐dro dezhe, hag e oant spouronet‐holl.


Mes eun eal a‐berz an Aotrou a zigoraz, e‐pad an noz, dorojou ar prizon, ho lakeaz er meaz, hag a lavaraz dezhe:


Ha n’inthi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e‐kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez?


Hag ar c’houec’hved eal a zonaz gant he drompil; hag e kleviz eur vouez o tond euz a bevar c’horn an aoter aour a zo dirag Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos