Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 9:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 He dad hag he vam a lavaraz kement‐se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien; rag ar Judevien ho doa dija decidet, mar teuje unan‐benag da anzav e oa Jesus ar C’hrist, e vije taolet er meaz euz ar sinagog.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 9:22
24 Referencias Cruzadas  

Eürus e veot pa ho devezo an dud kassoni ouzoc’h, pa veot chasseet, hag outrajet ganthe, ha pa lakint hoc’h hano da dremen evit eun hano fall, abalamour da Vab an den.


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


Ho teurel a raint er meaz euz ar sinagogou; ha dond a ra memeus an heur ma credo renta servich da Zoue piou‐benag ho lakai d’ar maro.


Goude‐ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus.


Var ar pardaez euz an deiz‐ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!


Koulskoude, den e‐bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien.


Mes ar Judevien na gredjont ket e oa bet dall an den‐ze, hag hen doa kavet ar gwelet, ken ho doe galvet he dad hag he vam.


mes ne ouzomp ket penaos e vel breman, na piou hen deuz digoret he zaou‐lagad dezhan. En oad ema, goulennit diganthan, komz a rai evithan he‐unan.


Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz.


Jesus a glevaz ho doa hen taolet er meaz, hag o veza en em gavet ganthan, e lavaraz dezhan: Ha credi a rez‐te en Mab Doue?


Hag o veza galvet anezhe, e tifenjont stard outhe komz, na kelen e doare e‐bed en hano Jesus.


Hag hini euz ar re‐all na grede en em lakaad assambles ganthe, mes ar bobl a veule kalz anezhe.


Hag e oent euz he ali, ha goude beza galvet an ebestel, ha beza lakeat ho skourjeza, e tifenjont outhe komz en hano Jesus; hag e loaskjont anezhe.


Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr; he‐man eo an eil maro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos