Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec’h ac’hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c’haset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:42
22 Referencias Cruzadas  

Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Rag n’e ket ac’hanoun va‐unan em euz komzet; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen.


Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,


Ha na gredez‐te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va‐unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran.


Breman ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra, ha n’ec’h euz ket ezom e teufe den d’az interroji; abalamour da ze eo e credomp ez oud deuet euz a Zoue.


Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud; mes me, em euz da anavezet, hag ar re‐man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.


Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun; mar deu unan all en he hano he‐unan, c’houi hen recevo.


Jesus a respontaz dezhe: Petra‐benag ma roan testeni ac’hanoun, va zesteni a zo gwirion, rag me a oar a be leac’h ez oun deuet, ha da be leac’h ez an; mes c’houi, na ouzoc’h nag a be leac’h e teuan, na da be leac’h ez an.


Mar d’euz unan‐benag ha na gar ket hon Aotrou Jesus‐Christ, ra vezo anathem, Maranatha! (Erru eo an Aotrou.)


Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos