Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Bez’ em euz kalz a draou da lavaret divar ho pen ha da varn enoc’h; mes an hini hen deuz digasset ac’hanoun a zo gwirion, hag ar pez em euz klevet diganthan, hen lavaran er bed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac’hanoc’h ha da varn ennoc’h. Met an hini en deus va c’haset a zo gwirion hag e lavaran d’ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:26
17 Referencias Cruzadas  

A‐vreman n’ho kalvan ken servicherien, rag ar servicher na oar ket petra a ra he vestr, mes ho kalvet em euz mignoned, abalamour ma em euz roet da anaoud deoc’h an holl draou am euz klevet gant va Zad.


Beza em euz c’hoas kalz a draou da lavaret deoc’h; mes n’oc’h ket c’hoas evit ho zouten.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.


E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet; mes c’houi na recevit ket hon testeni.


Jesus a respontaz dezhe: Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun‐me, mes euz an hini hen deuz va digasset.


Jesus eta a grie en templ, en eur gelen, hag en eur lavaret: Anaoud a rit ac’hanoun, hag ec’h ouzoc’h a be leac’h ez oun. N’ed oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes an hini hen deuz va digasset a zo gwirion, ha c’houi na anavezit ket anezhan.


Lavaret a rent eta dezhan: Piou oud‐te? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ar pez a lavaran deoc’h adaleg ar pen kenta.


Ne gomprenjont ket e komze dezhe euz an Tad.


Mes breman e klaskit va lakaad d’ar maro, me, eun den hag hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez em euz klevet gant Doue; Abraham n’hen deuz ket great kement‐se.


Doue pehini a zo gwirion, a zo test d’in penaos ar ger hoc’h euz recevet diganeomp n’eo ket bet ia ha nann.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos