Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Lavaret a rent eta dezhan E pe leac’h ema da Dad? Jesus a respontaz: Na anavezit na me na va Zad. Ma c’hanavezjec’h ac’hanoun, ec’h anavezjec’h ive va Zad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec’h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N’anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec’h ac’hanon, ec’h anavezfec’h ivez va Zad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:19
24 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan.


Er bed e oa, hag ar bed a zo bet great ganthan; mes ar bed n’hen deuz ket he anavezet.


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Mes kement‐se holl a raint deoc’h abalamour d’am hano, rag na anavezont ket an hini hen deuz va digasset.


Kement‐se a raint deoc’h, abalamour n’ho deuz anavezet na va Zad, na me.


Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus‐Christ pehini ec’h euz digasset.


Jesus eta a grie en templ, en eur gelen, hag en eur lavaret: Anaoud a rit ac’hanoun, hag ec’h ouzoc’h a be leac’h ez oun. N’ed oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes an hini hen deuz va digasset a zo gwirion, ha c’houi na anavezit ket anezhan.


Savit euz ho mezventi evit beva er justis, ha na bec’hit ket; rag bez’ a zo darn hep anaoudegez a Zoue; hen lavaret a ran evit ho prassa mêz.


Ha breman pa hoc’h euz anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit‐hu c’hoas d’ar c’henta genteliou dister ha paour‐ze, da bere e fell deoc’h plega a‐nevez?


evit ma teuio Doue hon Aotrou Jesus‐Christ, an Tad a c’hloar, da rei deoc’h eur spered a furnez hag a revelation en he anaoudegez;


en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt œuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue;


Hen eo an imach euz an Doue invisibl, ar c’henta‐ganet euz an holl grouadurien.


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos