43 Bez’ e oa eta division e‐touez ar bobl divar he ben.
43 Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn.
Rag deuet oun da lakaad en dizunvan ar mab gant he dad, hag ar verc’h gant he mam, hag ar verc’h‐kaer gant ar vam‐gaer.
Ha sonjal a ra deoc’h ez oun‐me deuet da zigas ar peoc’h var an douar? Nann, a lavaran deoc’h; mes kentoc’h an dispac’h;
Neuze e savaz a‐nevez eun disput e‐touez ar Judevien, abalamour d’ar c’homzou‐ze.
Ha kalz a drouz a oa divar he ben e‐touez ar bobl. Darn a lavare: Eun den mad eo; ha darn all a lavare: N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl.
Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe.
Mes ar bobl euz ar gear a oe rannet en diou loden; darn a oe a‐du gant ar Judevien, ha darn all gant an ebestel.