Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 7:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Moises ha n’euz‐hen ket roet deoc’h al lezen? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit‐hu va lakaad d’ar maro?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ha n’en deus ket Moizez roet al lezenn deoc’h? Hag hini ac’hanoc’h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d’ar marv?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:19
27 Referencias Cruzadas  

Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.


Mes ar vererien, pa veljont ar mab, a lavaraz etrezhe: Setu aman an heritour; deuit, lazomp anezhan, ha kemeromp he heritach.


Ar Scribed ha prinsed ar veleien, o veza klevet kement‐se, a glaske penaos ec’h heljent distruja anezhan; rag aoun ho doa a‐razhan, abalamour ma oa an holl bobl en admiration euz he zoctrin.


Neuze e lavaraz dezhe: Ha permetet eo da zeiz ar sabbat ober vad pe ober drouk? savetei eun den, pe hen lezel da berissa? Mes na rojont respont e‐bed dezhan.


Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag‐tal gant an Herodianed a‐enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll.


Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus‐Christ.


Klask a rent eta c’hoas cregi enhan; mes mond a reaz euz tre ho daouarn.


Adaleg an deiz‐ze eta en em guzuljont assambles evit hen lakaad d’ar maro.


Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement‐se deiz ar sabbat.


Dre‐ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h‐mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep‐ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he‐unan par da Zoue.


N’it ket da zonjal ez eo me ho tamallo dirag an Tad; Moises, en pehini ec’h esperit, hennes eo an hini a damallo ac’hanoc’h.


Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.


Hag unan‐benag a dud Jerusalem a lavare: N’e ket he‐man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro?


Hennes eo an hini, pa oa assamblet ar bobl en dezert, a oa o komz gant an eal var menez Sina, ha gant hon tadou, hag a recevaz komzou a vuez evit ho rei deomp.


Da betra eta ez eo mad al lezen? Lakeat eo bet assambles gant ar bromessa abalamour d’ar pec’hejou, ken a deuje al lignez da behini e oa bet great ar bromessa; hag e oe roet dre zorn an elez, ha dre zicour eur mediator.


Rag ar re circonciset ho‐unan na viront ket al lezen; mes c’hoant ho deuz e vec’h circonciset, evit galloud en em c’hlorifia ho‐unan en ho kig.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos