Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:51 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

51 Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:51
30 Referencias Cruzadas  

evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.


Neuze e kemeraz bara, hag o veza rentet grasou, hen toraz hag hen roaz dezhe, en eur lavaret: He‐man eo va c’horf, pehini a zo roet evidoc’h; grit kement‐man en memor ac’hanoun.


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.


Ha piou‐benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez‐te an dra‐ze?


Hogen den e‐bed n’eo bet pignet en env, nemed an hini a zo diskennet euz an env, da lavaret eo, Mab an den pehini a zo en env.


Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel‐se eo red da Vab an den beza savet,


Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.


An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez.


Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.


Ha Jesus a respontaz dezhe: Me eo ar bara a vuez; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed.


Ar Judevien eta a vurmure a‐enep dezhan abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet euz an env.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel.


Me eo ar bara a vuez.


He‐man eo ar bara a zo diskennet euz an env, evit na varvo ket an hini a zebro euz anezhan.


An hini a gred enoun, e tiredo euz anezhan steriou a zour beo, hervez ma lavar ar Scritur.


Rag Doue a oa er C’hrist, oc’h adunvani ar bed ganthan he‐unan, o viret da gounta dezhe ho fec’hejou; hag hen deuz lakeat enomp ar gomz a adunvaniez.


Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan.


ha baleit er garantez, evel ar C’hrist, pehini hen deuz karet ac’hanomp, hag a zo bet en em offret he‐unan da Zoue evidomp en offrans hag en sacrifis a c’houez‐vad.


Goazed, karit ho kragez, evel ma hen deuz ar C’hrist ive karet an Iliz, hag ez eo en em roet he‐unan evithi;


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


dre an hent nevez ha beo hen deuz digoret deomp a‐dreuz ar voal, da lavaret eo, a‐dreuz he gig;


en eur dostaad outhan; pehini eo ar mean beo taolet a‐gostez gant an dud, mes choazet gant Doue, ha precius;


Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou; ha n’e ket hep ken evit hon re‐ni, mes ive evit re ar bed holl.


E kement‐man ema ar garantez: n’e ket ni eo hon euz karet Doue, mes Doue eo hen deuz hor c’haret, hag hen deuz digasset he Vab, da eza eur sacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou.


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos