Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Jesus eta, o veza savet he zaou‐lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip: A be leac’h e prenimp‐ni bara, evit m’ho devezo an dud‐man da zebri?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d’e gavout, a lavaras da Filip: Pelec’h e prenimp bara evit m’o devo an dud-mañ da zebriñ?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:5
14 Referencias Cruzadas  

Hag he ziskibien a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h helfemp‐ni kaoud awalc’h a vara er vro dezert‐man evit contanti kement a dud?


Hag ez ejont ac’hane en eur vag, a‐gostez en eul leac’h dizarempred.


Pa oa distro an ebestel, e lavarjont da Jesus kement ho doa great. Hag hen ho c’hemeraz ganthan, hag en em dennaz a‐gostez, en eul leac’h dezert, e‐kichen eur gear galvet Bethsaïda.


An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun.


Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.


Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret.


Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel.


Nathanael a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h anavezez‐te ac’hanoun? Jesus a respontaz dezhan: Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen‐fiez, e velen ac’hanoud.


Ha na livirit‐hu ket ez euz c’hoas pevar miz a‐ben ma teuio an eost? Setu, me hen lavar deoc’h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouz ar meziou a zo dija o venna evit an eost.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos