Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

44 Den e‐bed na hell dond d’am c’havout, ma ne zeu an Tad pehini hen deuz va digasset d’hen lakaad da zond; ha me a resussito anezhan en deiz diveza.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

44 Den ne c’hell dont da’m c’havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c’haset, ha en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:44
22 Referencias Cruzadas  

Raç, an aëred‐viber! penaos ec’h helfac’h‐hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou.


Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou.


Ha me, pa vezin bet savet euz an douar, a denno an holl d’am c’havout.


Penaos ec’h hellithu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep‐ken?


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Na vurmurit ket evel‐se etrezoc’h.


Scrivet eo er brofeted: Holl e vezint disket gant Doue. Kement hini hen deuz selaouet an Tad hag a zo bet disket ganthan, a zeu d’am c’havout.


Hag e lavare: Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h, den e‐bed na hell dond d’am c’havout, ma n’eo ket bet roet kement‐se dezhan gant va Zad.


Perag na intentit‐hu ket ar pez a lavaran deoc’h? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou.


rag roet hen deuz deoc’h ar c’hras, abalamour d’ar C’hrist, n’e ket hep‐ken da gridi enhan, mes ive da zouffr evithan,


o veza bet sebeliet assambles ganthan er vadiziant; enhan ive ez oc’h resussitet, drear feiz en galloud Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos