Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:25
19 Referencias Cruzadas  

rag ar mab‐man d’in a oa maro, hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet. Hag int a gommansaz d’en em rejouissa.


Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet.


Jesus a lavaraz dezhan: Lez ar re varo da enterri ho re varo, mes te, kea da brezeg rouantelez Doue.


Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.


Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;


Jesus a lavaraz dezhi: Maouez, cred ac’hanoun; an amzer a dosta ne adorfot mui an Tad na var ar menez‐man, nag en Jerusalem.


Mes dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir adorerien da adori an Tad en spered hag en gwirionez, rag an Tad a c’houlen ar seurt adorerien‐ze.


Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel‐se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan.


Na vezit ket souezet euz a gement‐se; rag tostaad a ra an heur ma teuio ar re holl a zo er beziou da glevet he vouez, ha da zond er meaz;


Kalz euz he ziskibien, o veza klevet anezhan, a lavaraz: Ar gomz‐se a zo kaled, piou a hell selaou anezhi?


Perag na intentit‐hu ket ar pez a lavaran deoc’h? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou.


An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue; dre‐ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.


Hen a respontaz dezhe: Hen lavaret em euz deoc’h dija, ha n’hoc’h euz‐hu ket selaouet? Perag e fell deoc’h klevet a‐nevez? Ha c’hoant hoc’h euz‐hu ive da zond da veza diskibien dezhan?


Sebeliet omp bet eta assambles ganthan en he varo, dre ar vadiziant, evit, evel ma’z eo savet ar C’hrist a‐douez ar re varo dre c’hloar an Tad, ma valeimp, ni ive, en eur vuez nevez.


C’houi ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou,


pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (dre c’hras eo ez oc’h salvet;)


Abalamour da ze ez eo bet lavaret: Dihun, te pehini a gousk, ha sav a‐douez ar re varo, hag ar C’hrist a sclerijenno ac’hanoud.


Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho kig dicirconcis, hen deuz ho tigasset d’ar vuez assambles ganthan, o veza pardonet deoc’h hoc’h holl bec’hejou.


Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos