Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 3:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 An neb a gred enhan n’eo ket barnet, mes an neb na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’hen deuz ket credet en hano Mab unic Doue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 An hini a gred ennañ n’eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 3:18
19 Referencias Cruzadas  

An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet.


Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano,


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.


An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez.


Hou‐man eo bolontez an hini hen deuz va digasset, ma teui kement hini a zell ouz ar Mab hag a gred enhan, da gaoud ar vuez eternel; ha me hen resussito en deiz diveza.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel.


O veza eta justifiet dre ar feiz, hon euz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus‐Christ,


N’euz ket eta breman a gondaonation evit ar re pere a zo en Jesus‐Christ, hag a vale, nann hervez ar c’hig, mes hervez ar spered;


Piou a gondaono anezhe? Ar C’hrist a zo marvet, hag ouzpen‐ze resussitet eo, azezet eo memeus en tu‐deo da Zoue, hag intercedi a ra ive evidomp.


Likit evez na rafec’h disprij var an hini a gomz ouzoc’h; rag mar n’ho deuz ket gallet ar re a rea disprij var an hini ho c’helenne var an douar a‐berz Doue, tec’hel kuit, diessoc’h c’hoas e vezo deomp‐ni tec’hel pa droomp kein d’an hini a gomz euz an env;


penaos ec’h hellimpni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan,


Evel‐se e velomp penaos na helljont ket mond en he repos, abalamour ne gredent ket.


Ha setu aman he c’hourchemen: ma credimp en hano he Vab Jesus‐Christ, ha ma en em garimp an eil egile, evel ma hen deuz gourc’hemenet deomp.


Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan.


An hini a gred en Mab Doue, hen deuz testeni Doue enhan he‐unan; an hini na gred ket Doue, a dremen anezhan da c’haouiad, pa’z eo gwir n’hen deuz ket credet d’an desteni hen deuz roet Doue divarben he Vab.


An neb hen deuz ar Mab, hen deuz ar vuez; an neb n’hen deuz ket Mab Doue, n’hen deuz ket ar vuez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos