Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 3:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Hogen den e‐bed n’eo bet pignet en env, nemed an hini a zo diskennet euz an env, da lavaret eo, Mab an den pehini a zo en env.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Den n’eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 3:13
24 Referencias Cruzadas  

ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou; mes Mab an den n’hen deuz ket a leac’h evit harpa he ben.


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,


Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.


Ma ne gredit ket, pa em euz komzet deoc’h euz traou an douar, penaos e credot‐hu mar komzan deoc’h euz traou an env?


An hini a zeu euz an neac’h, a zo dreist an holl; an hini a zeu euz an douar a zo euz an douar, hag a gomz euz an douar; an hini a zo deuet euz an env a zo dreist an holl.


Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


Hag e lavarent: Ha n’e ket hennes eo Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam? Penaos eta ec’h hell lavaret: Me a zo diskennet euz an env?


N’e ket m’hen defe den gwelet an Tad, nemed an hini a zeu euz a Zoue; hennes hen deuz gwelet an Tad.


Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.


Petra eta a lavarot‐hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent?


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.


Rag David n’eo ket pignet en env, mes hen he‐unan a lavar: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: Azez a‐zeo d’in,


Likit evez eta ouzoc’h hoc’h‐unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered‐Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he‐unan.


Mes ar justis a zeu dre ar feiz a gomz evel‐hen: Na lavar ket en da galon: Piou a bigno en env? Lavaret kement‐se eo digas ar C’hrist d’an traon ac’hane;


An den kenta, o veza bet tennet euz an douar, a zo douar; mes an eil den, an Aotrou, a zo euz an env.


pehini eo he gorf, al leunder euz an hini a deu da leunia pep tra en holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos