Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 21:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Rag‐se an diskibl a oa karet gant Jesus, a lavaraz da Ber: An Aotrou eo! Pa glevaz Simon Per e oa hennes an Aotrou, e lekeaz he zae var‐c’horre (rag en noaz e oa), hag en em daolaz er mor.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 21:7
20 Referencias Cruzadas  

Ha mar lavar unan‐benag deoc’h: Perag e rit‐hu an dra‐ze? livirit penaos an Aotrou hen deuz ezom anezhan, ha kerkent e tigasso anezhan aman.


Ra vezo ho kouriz stardet en‐dro d’ho tiou‐groazel, hag ho lampou allumet.


rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou.


Rag‐se hen lavaran d’id, he fec’hejou pere a zo eun niver braz anezhe, a zo bet pardonet dezhi; rag karet he deuz kalz; mes an hini da behini e pardoner neubeud, a gar neubeud.


Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calen Jesus.


Jesus eta, o velet he vam hag en he c’hichen an diskibl karet ganthan, a lavaraz d’he vam: Greg, setu aze da vab.


Diredec a reaz eta da gavout Simon Per hag an diskibl all a oa karet gant Jesus; hag e lavaraz dezhe: Tennet ho deuz an Aotrou euz ar bez, hag hen douget kuit ha ne ouzomp ket e pe leac’h ho deuz lakeat anezhan.


Ha goude beza lavaret an dra‐ze dezhe, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he gostez. An diskibien eta, o velet an Aotrou, ho doe eur joa vraz.


Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan: Va Aotrou ha va Doue!


Ha Per, o veza distroet, a velaz o tond var he lerc’h an diskibl a oa karet gant Jesus, an hini a oa harpet var galon Jesus, e‐pad ar goan, hag hen doa lavaret dezhan: Aotrou, piou eo an hini a drahis ac’hanoud?


He‐man eo an diskibl‐ze pehini a ro testeni divarben an traou‐man, hag hen deuz ho scrivet; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion.


Mes an diskibien all a deuaz gant ar vag, o stleja ar roued leun a besked, rag ne oant diouz an douar nemed var‐dro daou c’hant ilinad.


Setu aze ar ger hen deuz roet da vugale Israel, en eur embann ar c’helou mad euz ar peoc’h dre Jesus‐Christ, pehini eo Aotrou an holl.


Ra ouezo eta holl di Israel a‐dra‐zur, penaos hen deuz Doue great Aotrou ha Christ ar Jesus‐se pehini hoc’h euz crucifiet.


An den kenta, o veza bet tennet euz an douar, a zo douar; mes an eil den, an Aotrou, a zo euz an env.


Rag karantez ar C’hrist a bres ac’hanomp, o veza ma credomp stard penaos, mar d’eo marvet unan evit an holl, neuze an holl a zo maro;


Diwallit na zeufe, va breudeur, ar feiz hoc’h euz en hon Aotrou Jesus‐Christ glorifiet, da zellet ouz apparans an dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos