Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 21:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id: Pa oaz yaouankoc’h, te a lake da c’houriz da‐unan, hag ez eez el leac’h ma felle d’id; mes pa vezi koz, ec’h astenni da zaouarn, hag eun all a lako da c’houriz d’id, hag a gasso ac’hanoud el leac’h na fello ket d’id mond.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, en em c’hourizes da-unan hag ez aes e-lec’h ma felle dit, met pa vi kozh, ec’h astenni da zaouarn, hag unan all a c’hourizo ac’hanout hag a gaso ac’hanout e-lec’h na fello ket dit mont.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 21:18
8 Referencias Cruzadas  

Eürus ar zervicherien‐ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en‐dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he‐unan d’ho zervicha.


Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe leac’h ez ez‐te? Jesus a respontaz dezhan: Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an; mes va heullia a ri divezatoc’h.


Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.


Hogen, hen a lavaraz an dra‐ze evit rei da anaoud dre be seurt maro e tlie Per glorifia Doue. Ha goude beza komzet evel‐se, e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun.


Hag o veza deuet d’hor c’havoud, e kemeraz gouriz Paol, ha goude beza liammet he zaouarn hag he dreid he‐unan, e lavaraz: Ar Spered‐Santel a lavar an dra‐man: An den da behini eo ar gouriz‐man a vezo liammet evel‐hen en Jerusalem gant ar Judevien, hag e livrint anezhan etre daouarn ar Jentiled.


Rag ni pere a zo en danten‐man, ne reomp nemed huanadi dindan ar beac’h, o veza ma fell deomp, eleac’h beza divisket, beza gwisket, evit ma vezo ar pez a zo marvel lounket gant ar vuez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos