Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 20:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Ha Jesus a lavaraz adare dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h! Evel ma hen deuz an Tad digasset ac’hanoun, evel‐se ive me a gas ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 20:21
20 Referencias Cruzadas  

Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e‐kreiz ar bleizi; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed.


An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset.


E‐pad ma oant o komz evel‐se, Jesus he‐unan en em ziskouezaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe: Ra vezo ar peoc’h ganeoc’h.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An neb a zigemer an hini a vezo kasset ganen, a zigemer ac’hanoun; hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va digasset.


Lezel a ran ar peoc’h ganeoc’h; rei a ran deoc’h va feoc’h; n’hen roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na vezit ket troublet ho calon, ha bezit heb aoun.


Var ar pardaez euz an deiz‐ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!


Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e c’hwezaz varnezhe hag e lavaraz dezhe: Recevit ar Spered‐Santel.


Eiz deiz goude, he ziskibien a oa adare en ti, ha Thomas a oa ganthe. Jesus a zeuaz, an norojou o veza serret, hag en em zalc’haz en ho c’hreiz hag a lavaraz: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered‐Santel, d’he ebestel hen doa choazet;


Mes c’houi a recevo galloud ar Spered‐Santel, pehini a zeuio varnoc’h; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar.


Hag an traou ec’h euz klevet ganen, dirag kalz a destou, laka anezhe etre daouarn tud fidel, pere a vezo ive capabl d’ho diski d’ar re all.


Dre‐ze, breudeur santel, pere hoc’h euz perz er vocation celestiel, considerit mad an abostol hag ar belegbraz euz ar feiz a anzavomp,


rag esperoud a ran da velet hep‐dale, hag e komzimp genou ouz genou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos