Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 2:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 E‐pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 2:23
18 Referencias Cruzadas  

ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit;


Rag‐se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan.


Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.


ha Pask ar Judevien a oa tost, ha Jesus a bignaz da Jerusalem.


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Pa oe eta erruet er Galile, ar C’halileed hen digemeraz mad, o veza m’ho doa gwelet an holl draou hen doa great en Jerusalem e‐pad ar gouel; rag int ive a oa eat d’ar gouel.


Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou‐ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad.


Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed.


Hag eur foul braz a dud a heullie anezhan, rag gwelet a rent ar miraclou a rea var ar re glanv.


Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?


Rag er C’hrist Jesus ar circoncision na dal netra nag an dicirconcision ken neubeud, mes ar feiz hag a labour dre ar garantez.


Ha setu aman he c’hourchemen: ma credimp en hano he Vab Jesus‐Christ, ha ma en em garimp an eil egile, evel ma hen deuz gourc’hemenet deomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos