Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.
Goude eta ma oe resussitet a‐douez ar re varo, he ziskibien a zeuaz sonj dezhe hen doa lavaret dezhe kement‐se; hag e credjont d’ar Scritur ha d’ar gomz‐ze hen doa lavaret Jesus dezhe.
Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ho corf eo templ ar Spered‐Santel, pehini a zo enoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue, ha penaos n’oc’h ket deoc’h hoc’hunan?
Petra hen deuz templ Doue da ober gant an idolou? Rag c’houi eo templ an Doue beo, evel ma hen deuz Doue lavaret: Me a choumo en ho c’hreiz hag e valein en ho zouez; me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl.