Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 2:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Hag e lavaraz d’ar re a verze coulmed: Kassit an traou‐man ac’halen, ha na rit ket euz a di va Zad eun ti a varc’had.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 hag e lavaras d’ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac’han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc’had.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 2:16
17 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe:


Scrivet eo: Va zi a vezo galvet eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron.


Mes int na rejont van e‐bed euz a gement‐se, hag ez ejont kuit, unan d’he vereri, hag eun all d’he drafic.


Hag e kelenne anezhe, en eur lavaret: Ha n’ed eo ket scrivet: Va zi a vezo galvet eun ti a beden evit an holl nationou? mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern laeron.


Hag hen a lavaraz dezhe: Perag e klaskec’h‐hu ac’hanoun? Ha na ouiec’h‐hu ket penaos eo red d’in beza occupet gant afferou va Zad?


Va Zad, pehini hen deuz ho roet d’in, a zo brassoc’h eged an holl; ha den na hell ho dilemmel euz dorn va Zad.


Hag o veza great eur skourjez gant kerdin, e chasseaz anezhe holl er meaz euz an templ, gant an denved hag ar c’holeou; hag e strafuillaz arc’hant ar chenchourien, hag e tiskaraz ho zaoliou.


Jesus a lavaraz dezhi: Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue.


Mes Jesus a lavaraz dezhe: Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive.


Jesus a respontaz: N’euz diaoul e‐bed ganen, mes henori a ran va Zad, ha c’houi a zizhenor ac’hanoun.


hag an disputou inutil etre tud hag a zo corrompet ho spered, privet euz ar wirionez, ha pere a laka ar biete da veza eur zourcen a c’hounidegez. En em disparti euz ar seurt tud‐se.


Ha dre avaristed e raint trafic ac’hanoc’h dre gomzou tromplus; mes abaoe pell amzer ne ehan ho c’hondaonation da dostaad, hag ho c’hollidigez na choum ket mor‐gousket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos