Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Mes int a grie: Tenn, tenn anezhan euz hon touez, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Ha crucifia a rin‐me ho roue? Prinsed ar veleien a respontaz: N’hon euz roue e‐bed nemed Cezar.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N’hon eus roue all ebet nemet Kezar.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:15
9 Referencias Cruzadas  

Lavar deomp eta petra a zeblant did euz an dra‐man: Ha permetet eo, pe n’hen d’eo ket, paea an taillou da Cezar?


En em lakaad a rejont eta da grial holl assambles: Laka he‐man d’ar maro, ha laosk ganeomp Barabbas.


Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit‐hen hoc’h‐unan, ha barnit‐hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan: N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro.


Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar serjanted anezhan, e crijont a‐bouez ho fen: Crucifi, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit anezhan hoc’h‐unan ha crucifiit anezhan; rag me na gavan crim e‐bed enhan.


Ha petra‐benag n’ho doa sujet e‐bed d’hen lakaad d’ar maro, e pedjont Pilat d’hen lakaad da vervel.


rag eur bobl vraz az ea var he lerc’h, en eur grial: Laka anezhan d’ar maro!


Beteg ar gomz‐ze e selaoujont anezhan; mes neuze e savjont ho mouez, en eur lavaret: Lam ar seurt den‐ze divar an douar; rag n’eo ket dign da veva.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos