Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Jesus a respontaz dezhan: Te n’az pije galloud e‐bed var‐n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h; dre‐ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Jezuz a respontas dezhañ: Ne’z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec’h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec’hed brasoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:11
37 Referencias Cruzadas  

Neuze ar beleg‐braz a rogaz he zillad, en eur lavaret: Gwall‐gomzet hen deuz; daoust hag ezom hon euz‐ni c’hoas a destou? Klevet hoc’h euz breman he wall‐gomz.


Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons‐Pilat, ar gouarner.


ha n’hon lez ket da gweza en dentation; mes delivr ac’hanomp diouz an droug. Rag d’id eo ar rouantelez, ar galloud, hag ar gloar da viken. Amen!


Hogen an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin‐man: An hini a bokin dezhan, hennes eo; crogit enhan, ha kassit anezhan ganeoc’h, en eur diwall anezhan mad.


Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen.


hag e kasjont anezhan da genta da di Annas, rag Annas a oa tad‐kaer da Gaïphas, pehini a oa beleg‐braz er bloaz‐ze.


Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a‐berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou‐goulou ha gant armou.


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Ne leverez netra d’in? Ha na ouzoud‐te ket penaos em euz ar galloud da grucifia ac’hanoud, hag ar galloud d’az telivra?


Ian a respontaz: Den na hell pretanti kaout tra e‐bed, nemed roet a ve bet dezhan euz an env.


Klask a rent eta an tu da gregi enhan; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur.


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vijec’h dall, n’ho pije ket a bec’hed; mes c’houi a lavar breman: Ni a vel; hag abalamour da ze ho pec’hed a choum.


ar Jesus‐se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro.


Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra‐benag ma hen doa he‐man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte.


evit ober kement tra ho doa da zorn ha da volontez decidet a vije great.


Rag an holl draou a zo diganthan, ha dreizhan, hag evithan: Dezhan ar gloar da viken! Amen!


Ra vezo peb den sentus ouz ar puissansou huel; rag n’euz puissans e‐bed ha ne deufe euz a Zoue; hag ar puissansou a zo breman, a zo bet lakeat gant Doue.


Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e‐bed nag an disterra apparans a chenchamant.


Hennes eta pehini a anavez ar mad ha n’hen gra ket, a zo eur pec’her.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos