Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 18:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Jesus a respontaz: Hen lavaret em euz deoc’h: Me eo; mar d’eo me eta a glaskit, list ar re‐man da vond kuit.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc’h penaos emaon. Mar d-eo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 18:8
13 Referencias Cruzadas  

Mes an holl draou‐man a zo c’hoarvezet, evit ma vije accomplisset ar pez ho deuz scrivet ar brofeted. Neuze an diskibien holl hen dilezaz, hag a dec’haz kuit.


Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn.


Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.


Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe leac’h ez ez‐te? Jesus a respontaz dezhan: Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an; mes va heullia a ri divezatoc’h.


Setu, dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma viot dispartiet pep hini d’he gostez, ha ma lezot ac’hanoun va‐unan; mes n’emoun ket va‐unan, rag an Tad a zo ganen.


Goulen a reaz diganthe c’hoas eur vech all: Piou a glaskit‐hu? Hag int a lavaraz adare: Jesus a Nazaret.


Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz‐man hen doa lavaret: N’em euz kollet hini euz ar re ec’h euz roet d’in.


N’eo c’hoarvezet ganeoc’h tentation e‐bed, hag a vez bet dreist nerz an den. Hogen, Doue a zo fidel, ha na bermeto ket e vec’h tentet en tu‐all d’ho nerz; mes gant an dentation e tiskouezo ive an hent da zond er meaz anezhi, evit ma c’hellot he anduri.


mes an Aotrou hen deuz lavaret d’in: Va gras a zo a‐walc’h evidoud; rag va galloud en em ziskouez er zempladurez. En em c’hlorifia a rin eta kentoc’h euz va infirmiteou, evit ma teuio galloud ar C’hrist da choum enoun.


Goazed, karit ho kragez, evel ma hen deuz ar C’hrist ive karet an Iliz, hag ez eo en em roet he‐unan evithi;


o teurel varnezhan hoc’h hollzourciou, rag hen hen deuz sourci ac’hanoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos