Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 18:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Ha Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieaz etrezeg enhe, hag a lavaraz dezhe: Piou a glaskit‐hu?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Jezuz, o c’houzout kement a dlee c’hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 18:4
27 Referencias Cruzadas  

Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz.


Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet.


Ha pa oant o tibri, e lavaraz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.


Neuze Jesus a lavaraz dezhe: En noz‐man e vezin caoz deoc’h holl da gweza; rag scrivet eo: Skei a rin ar pastor, hag ar vanden denved a vezo disperset.


Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.


Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.


Rag gouzoud a rea piou e oa an hini a drahisse anezhan; hag evit se eo e lavaraz: N’oc’h ket holl net.


Respont a rejont dezhan: Jesus a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhe: Me eo. Ha Judas, an hini a drahisse anezhan, a oa ive ganthe.


Goulen a reaz diganthe c’hoas eur vech all: Piou a glaskit‐hu? Hag int a lavaraz adare: Jesus a Nazaret.


Goude‐ze, Jesus, o velet e oa peur‐c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz: Sec’hed em euz.


Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen‐kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa.


Roet ec’h euz d’in da anaoud hent ar vuez; va leunia a ri a joa dirag da faç.


Pa hen deuz eta ar C’hrist gouzanvet evidomp‐ni er c’hig, c’houi ive en em armit euz ar sonj‐man, penaos an hini hen deuz gouzanvet er c’hig, hen deuz paouezet da bec’hi;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos