Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 17:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 17:8
31 Referencias Cruzadas  

Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe.


Rag n’e ket ac’hanoun va‐unan em euz komzet; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen.


Ha na gredez‐te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va‐unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran.


A‐vreman n’ho kalvan ken servicherien, rag ar servicher na oar ket petra a ra he vestr, mes ho kalvet em euz mignoned, abalamour ma em euz roet da anaoud deoc’h an holl draou am euz klevet gant va Zad.


rag an Tad he‐unan a gar ac’hanoc’h, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz credet ez oun deuet euz a Zoue.


Breman ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra, ha n’ec’h euz ket ezom e teufe den d’az interroji; abalamour da ze eo e credomp ez oud deuet euz a Zoue.


Roet em euz dezhe da c’her, hag ar bed hen deuz ho c’haseet, abalamour n’int ket euz ar bed, evel n’emoun ket va‐unan euz ar bed.


Evel ma ec’h euz va digasset er bed, em euz ive ho c’hasset er bed.


evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud; evit ma vezint ive unan enomp‐ni; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun.


(me enhe, ha te enoun,) evit ma vezint peur‐c’hreat en unan, hag evit ma c’hanavezo ar bed ec’h euz va digasset, hag e karez anezhe, evel ma ec’h euz va c’haret.


Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus‐Christ pehini ec’h euz digasset.


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


An hini hen deuz recevet he desteni hen deuz siellet penaos Doue a zo gwirion.


Simon Per a respontaz dezhan: Aotrou, da gavoud piou ez afempni? Ganez ema komzou ar vuez eternel;


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.


Rag recevet em euz digant an Aotrou ar pez em euz ive desket deoc’h; penaos an Aotrou Jesus, en noz en pehini e oe trahisset, a gemeraz bara;


Digas a ran da zonj deoc’h, breudeur, euz an Aviel em euz prezeget deoc’h, hag hoc’h euz recevet, hag en pehini e kendalc’hit ferm,


Abalamour da gement‐man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h enz hen recevet, nann evel ger an dud, mes (evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h‐c’houi pere a gred.


A‐hend‐all, breudeur, e pedomp, hag ec’h adpedomp ac’hanoc’h dre an Aotrou Jesus, evit, hervez ma hoc’h euz desket ganeomp penaos e tleit bale evit plijoud da Zoue, ma her greot muioc’h‐mui.


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos