Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 17:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Disklêriet em eus da anv d’an dud ac’h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec’h eus o roet din, hag o deus miret da c’her.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 17:6
48 Referencias Cruzadas  

Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas.


Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a‐douez ar bed, dre‐ze ar bed a deu d’ho kasaad.


C’houi a zo dija net, abalamour d’ar Ger em euz prezeget deoc’h.


Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h.


E‐pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur.


Roet em euz dezhe da c’her, hag ar bed hen deuz ho c’haseet, abalamour n’int ket euz ar bed, evel n’emoun ket va‐unan euz ar bed.


N’int ket euz ar bed, evel n’ed oun ket va‐unan euz ar bed.


hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan.


O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed.


Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va‐unan enhe.


Breman ho deuz anavezet eo diganez e teu kement tra ec’h euz roet d’in.


Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz‐man hen doa lavaret: N’em euz kollet hini euz ar re ec’h euz roet d’in.


Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz.


Hogen setu aman bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset, ma ne gollin hini euz ar re hen deuz roet d’in, mes ma resussitin anezhe en deiz diveza.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Mar deu unan‐benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.


Ar Judevien a lavaraz dezhan: Breman ec’h anavezomp ez euz eun diaoul enoud; Abraham a zo maro hag ar brofeted ive, ha te a lavar: Mar deu eun den benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.


O klevet kement‐se, ar Jentiled en em rejouisse, hag e c’hlorifient Ger an Aotrou, ha kement hini a oa destinet d’ar vuez eternel, a gredaz.


Doue n’hen deuz ket taolet diouthan he bobl pehini hen deuz anavezet a‐ziagent. Ha na ouzoc’h‐hu ket petra a lavar ar Scritur divarben Elias, penaos e reaz klem ouz Doue a‐enep Israel, en eur lavaret:


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


Ra zeui Ger ar C’hrist da choum enoc’h gant he holl leunder, m’ho kargo a bep furnez. En em deskit, hag en em exhortit an eil egile, dre salmou, canaouennou ha canticou spirituel, o cana en ho calonou d’an Aotrou gant anaoudegez‐vad.


Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus‐Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen.


Me a zisclerio da hano d’am breudeur; da veuli a rin e‐kreiz an assamble.


mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he‐unan; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.


Per, abostol Jesus‐Christ, d’an estranjourien disperset e broiou Pontus, Galatia, Cappadosia, Asi ha Bithynia,


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.


Anaoud a ran da oberou; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos