Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 16:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Dre barabolennou em euz lavaret deoc’h an traou‐man; mes dond a ra an amzer ma ne gomzin mui ouzoc’h dre barabolennou, mes ma komzin deoc’h sclear divarben an Tad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 16:25
19 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaraz dezhe: Ha na gomprenit‐hu ket ar barabolen‐ze? Penaos eta e comprenot‐hu ar parabolennou all.


Ha na gomze ket outhe hep parabolen; mes, pa en em gave he‐unan gant he ziskibien, e tisclerie pep tra dezhe.


Komz a rea freaz var an traou‐ze. Neuze Per, o kemer anezhan a‐gostez, a gommansaz d’hen repren.


ar Judevien en em zastumaz en dro dezhan, hag a lavaraz dezhan: Pegeit e talc’hi‐te hor spered en douetans? Mar d’oud ar C’hrist hen lavar freaz deomp.


Jesus a lavaraz dezhe ar barabolen‐ze; mes na gomprenjont ket euz a betra e komze dezhe.


Beza em euz c’hoas kalz a draou da lavaret deoc’h; mes n’oc’h ket c’hoas evit ho zouten.


Ho teurel a raint er meaz euz ar sinagogou; ha dond a ra memeus an heur ma credo renta servich da Zoue piou‐benag ho lakai d’ar maro.


Setu, dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma viot dispartiet pep hini d’he gostez, ha ma lezot ac’hanoun va‐unan; mes n’emoun ket va‐unan, rag an Tad a zo ganen.


mes taolet hon euz diouzomp an traou mezus a vez kuzet, hep bale en dromplerez, hag hep trei en faoz Ger Doue, mes ouz en em recommandi hon‐unan da goustians pep den dirag Doue, en eur diskouez ar wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos