Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Choumit enoun, ha me a choumo enoc’h. Evel na hell ket ar branc dougen frouez anezhan he‐unan, ma na choum ket stag ouz ar c’hef, evel‐se c’houi na hellit ket ken neubeud, ma na choumit ket enoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Chomit ennon ha me ennoc’h. Evel na c’hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c’hwi ne c’hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:4
29 Referencias Cruzadas  

Pe livirit eo mad ar vezen, ha mad he frouez; pe livirit eo fall ar vezen, ha fall he frouez; rag ar vezen a zo anavezet diouz he frouez.


mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.


En deiz‐ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h.


(me enhe, ha te enoun,) evit ma vezint peur‐c’hreat en unan, hag evit ma c’hanavezo ar bed ec’h euz va digasset, hag e karez anezhe, evel ma ec’h euz va c’haret.


An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, a choum enoun, ha me enhan.


Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan: Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien.


Pa oe erruet, ha pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement‐se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a‐greiz calon d’an Aotrou.


o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue.


Sellit enoc’h hoc’h‐unan, da velet ha c’houi a zo er feiz; en em eprouvit hoc’h‐unan; ha na anavezit‐hu ket hoc’h‐unan penaos ema Jesus‐Christ enoc’h? nemed reprouvet e vec’h marteze.


Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he‐unan evidoun.


en den a‐ziabarz, evit ma rai ar C’hrist he zemeurans en ho calonou, dre ar feiz; hag evit,


o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.


gant ma teuot da genderc’hel fontet er feiz ha ferm en ho sa, heb dilezel an esperans euz an Aviel hoc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da bep crouadur dindan an env, hag euz a behini me, Paol, a zo bet great ministr.


da bere eo bet plijet gant Doue rei da anaoud pegen pinvidic eo ar gloar euz ar myster‐man e‐touez ar Jentiled; da lavaret eo: ar C’hrist enoc’h‐hu, an esperans euz ar gloar.


Evel eta ma hoc’h euz recevet Jesus‐Christ an Aotrou, baleit assambles ganthan,


O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll.


Evidomp‐ni, n’omp ket euz ar re en em denn adre evit mond da goll, mes euz ar re a gred evit silvidigez ho ene.


An hini a lavar e ra he zemeurans enhan, a dle he‐unan ive bale evel ma hen deuz‐hen baleet.


Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos