Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a‐douez ar bed, dre‐ze ar bed a deu d’ho kasaad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:19
19 Referencias Cruzadas  

Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hano.


Rag ma na girit nemed ar re a gar ac’hanoc’h, pe seurt anaoudegez‐vad a dleer deoc’h? rag an dud a vuez fall a gar ive ar re ho c’har.


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.


N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.


Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul.


Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h‐hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a‐enep Doue? Piou‐benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue.


Rag awalc’h eo deomp beza great, en amzer hor buez tremenet, bolontez ar Jentiled, en eur vale en diroll, en droug‐ioulou, er vezventi, er gourmandiz, hag er zervich criminal euz an idolou.


n’eo ket evel Caïn, pehini a oa euz an diaoul, hag a lazaz he vreur. Ha perag e lazaz anezhan? Abalamour ma oa fall he oberou he‐unan, ha mad re he vreur.


An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus‐Christ. Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor;


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos