Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 He‐man eo va gourc’hemen, ma en em garot an eil egile, evel ma em euz ho karet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Setu va gourc’hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:12
16 Referencias Cruzadas  

Eur gourc’hemen nevez a roan deoc’h; Ma en em garot an eil egile; ma en em garot an eil egile, evel ma em euz‐me ho karet.


Ar pez a c’hourc’hemenan deoc’h, eo en em garet an eil egile.


Evit ar pez a zell ouz ar garantez etre breudeur, bezit leun a deneredigez an eil evit egile. Er pez a zell ar respet, bezit leun a volontez vad an eil e‐kenver egile,


ha baleit er garantez, evel ar C’hrist, pehini hen deuz karet ac’hanomp, hag a zo bet en em offret he‐unan da Zoue evidomp en offrans hag en sacrifis a c’houez‐vad.


Ha ra zeuio an Aotrou d’ho lakaad da greski er garantez ha d’he c’haoud enoc’h en abondans an eil e‐kenver egile, hag e‐kenver an holl, evel ma c’hoarvez ganeomp‐ni en ho kenver;


Evit ar pez a zell ar garantez euz an eil breur e kenver egile, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h; rag c’houi hoc’h‐unan a zo bet desket gant Doue d’en em garoud an eil egile;


Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e‐kenver egile,


O veza purifiet hoc’h eneou, en eur zenti ouz ar wirionez, dre ar Spered, evit kaoud eur garantez a vreudeuriach hep hipocrizi, kendalc’hit d’en em garet an eil egile gant eur galon bur,


Er fin, bezit holl euz ar memeus santimant, o kemer an eil poaniou egile, oc’h en em garoud evel breudeur, leun a drugarez hag a volontez‐vad;


Dreist pep tra, bezet an eil evit egile eur garantez tener; rag ar garantez a c’holoio eun niver braz a bec’hejou.


Ha setu aman he c’hourchemen: ma credimp en hano he Vab Jesus‐Christ, ha ma en em garimp an eil egile, evel ma hen deuz gourc’hemenet deomp.


Hag ar gourc’hemenman hon euz bet diganthan: An hini a gar Doue ra zeui ive da garet he vreur.


Ha breman e pedan ac’hanoud, itron, n’eo ket evel pa scrivjen d’id eur gourc’hemen nevez, mes an hini hon euz bet adaleg ar pen‐kenta, ma en em garimp an eil egile.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos