Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:10
28 Referencias Cruzadas  

Den na lam anezhi diganen, mes me a ro anezhi ac’hanoun va‐unan; ar galloud em euz d’he c’huitaad, hag ar galloud d’he c’hemeret a‐nevez; an urz‐man em euz bet digant va Zad.


Rag n’e ket ac’hanoun va‐unan em euz komzet; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen.


Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hemenou.


An hini hen deuz va gourc’hemenou hag a vir anezhe, hennes eo a gar ac’hanoun; hag an hini a gar ac’hanoun a vezo karet gant va Zad, ha me a garo anezhan, hag en em roin da anaoud dezhan.


Jesus a respontaz dezhan: Mar kar unan‐benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan.


Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.


Me em euz da c’hlorifiet var an douar; peur‐c’hreat eo ganen an œuvr ez poa roet d’in da ober.


Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr.


An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va‐unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.


Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet; mes me a anavez anezhan: ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel‐d’oc’h; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou.


Ar circoncision n’eo netra; an dicirconcision n’eo netra; mes miret gourc’hemenou Doue eno ema an holl dever.


A‐hend‐all, breudeur, e pedomp, hag ec’h adpedomp ac’hanoc’h dre an Aotrou Jesus, evit, hervez ma hoc’h euz desket ganeomp penaos e tleit bale evit plijoud da Zoue, ma her greot muioc’h‐mui.


Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg‐braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou;


Rag gwell e vije bet dezhe n’ho divije ket anavezet hent ar justis, eged, goude beza anavezet anezhan, dond da drei kein d’ar gourc’hemen santel a oa bet roet dezhe.


Ha dre gement‐man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou.


Mes an hini a vir he c’her, a zo en gwirionez karantez Doue parfet enhan, ha dre an dra‐ze ec’h anavezomp emomp enhan.


An hini a lavar e ra he zemeurans enhan, a dle he‐unan ive bale evel ma hen deuz‐hen baleet.


Rag karantez Doue eo ma virimp he c’hourc’hemenou; hogen, he c’hourc’hemenou n’int ket dies,


Eürus ar re a zalc’h he c’hourc’hemenou, evit m’ho devezo lod euz ar vezen a vuez, ha ma c’hellint mond ebarz ar gear dre an norojou!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos