Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Ha me a bedo an Tad, hag hen a roio deoc’h eur C’honsolator all, evit choum ganeoc’h da viken,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Me a bedo an Tad hag e roio deoc’h ur Frealzer all, evit ma chomo ganeoc’h da viken,

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:16
31 Referencias Cruzadas  

ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!


Mar goulennit eun dra‐benag em hano, me a raio anezhan.


Na lezin ket ac’hanoc’h emzivad; dond a ran d’ho kavout.


Mes ar C’honsolator, ar Spered‐Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.


Pa vezo deuet ar C’honsclator a gassin deoc’h a‐beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun.


Evel‐se, c’houi a zo breman en dristidigez; mes ho kwelet a rin a‐nevez, hag ho calon a vezo karget a levenez, ha den ne hallo lemmel ho levenez diganeoc’h.


Na bedan ket ac’hanoud d’ho lemmel euz ar bed, mes d’ho diwall euz an drouk.


Hogen, n’e ket evithe hep‐ken e pedan; mes ive evit ar re a gredo enoun dre ho c’homz;


mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.


(Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)


Hag o veza dastumet anezhe, e c’hourc’hemenaz dezhe na bellajent ket euz a Jerusalem, mes ma c’hortojent eno promessa an Tad pehini, eme‐z’han, hoc’h euz klevet ganen‐me.


Hag an diskibien a oa karget a joa, ha leun euz ar Spered‐Santel.


Koulskoude, an Ilizou dre an holl Jude, ar C’halile hag ar Samari a oa en peoc’h, o veza edifiet hag o vale en doujans an Aotrou; hag e creskent dre zicour ar Spered‐Santel.


Rag rouantelez Doue n’ema ket en dibri nag en eva, mes er justis, er peoc’h, hag er joa dre ar Spered‐Santel.


Ra zeui eta an Doue a esperans d’ho karga a bep seurt joa ha peoc’h, er feiz, evit ma creskot en esperans, dre c’halloud ar Spered‐Santel.


Hogen, an esperans n’ed eo ket tromplus, rag karantez Doue a zo skulliet en hor c’halonou, gant ar Spered‐Santel a zo bet roet deomp.


Piou a gondaono anezhe? Ar C’hrist a zo marvet, hag ouzpen‐ze resussitet eo, azezet eo memeus en tu‐deo da Zoue, hag intercedi a ra ive evidomp.


Mes frouez ar Spered eo, ar garantez, ar joa, ar peoc’h, ar batianted, ar vadelez, ar garantez evit ar mad, ar fidelite, an dousder, an demperans;


Mar d’euz eta eur gonsolation‐benag er C’hrist, eur soulajamant‐benag er garantez, eur gommunion‐benag er Spered, mar d’euz eur gompassion hag eun drugarez‐benag,


Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus‐Christ he‐unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras,


Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.


Va bugaligou, scriva a ran antraou‐man deoc’h, evit na bec’hot ket. Ha mar d’euz unan‐benag hag hen deuz pec’het, hon euz eun avocat dirag an Tad, Jesus‐Christ ar Just.


Mes an onction hoc’h euz recevet diganthan, a choum enoc’h; ha n’hoc’h euz ket ezom e teufe den e‐bed d’ho kelen; mes evel ma teu an onctionze da zeski deoc’h pep tra, ha ma’z eo gwirion, ha ma n’eo ket eur gaou, evel‐se, hervez ma’z eo bet desket deoc’h ganthi, choumit enhan.


abalamour d’ar wirionez a choum enomp, hag a vezo ganeomp da virviken:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos