Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 13:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Hag an diskibien a zelle an eil ouz egile, o veza ne ouient ket divarben piou e komze.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 An diskibien a sellas an eil ouzh egile o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 13:22
9 Referencias Cruzadas  

Ha pa oant o tibri, e lavaraz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.


Hag int glac’haret braz, en em lekeaz, pep hini anezhe, da lavaret dezhan: Aotrou, ha me eo?


Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz: En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun.


Neuze e commansjont beza glac’haret; hag e leverjont dezhan an eil goude egile: Ha me eo?


Hogen, setu, dorn an hini a drahis ac’hanoun a zo ouz an daolman ganen.


Hag e commansjont da c’houlen an eil digant egile pehini anezhe a dlie ober an dra‐ze?


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.


Pa hen doe Jesus lavaret kement‐se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni‐man: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos