Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 13:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 13:1
44 Referencias Cruzadas  

Neuze e teuaz da gavoud he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: Kouskit c’hoas ha kemerit ho repos! Setu deuet an heur, ha Mab an den a ia da veza livret etre daouarn ar bec’herien.


ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!


Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen.


Evel ma tostae an amzer ma tlie beza savet divar an douar, en em lekeaz en hent, decidet mad da vond da Jerusalem.


Hogen, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro‐ze a ieaz da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia.


ha Jesus a respontaz dezhe: Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den.


Rag darn a zonje, abalamour ma oa ar ialc’h gant Judas, e lavare Jesus dezhan: Pren an traou a zo red deomp da gaoud evit ar gouel; pe: Ro eun dra‐benag d’ar beorien.


Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,


Eur gourc’hemen nevez a roan deoc’h; Ma en em garot an eil egile; ma en em garot an eil egile, evel ma em euz‐me ho karet.


Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h: Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret: Mond a ran da gavoud an Tad; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun.


Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.


Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.


Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;


N’int ket euz ar bed, evel n’ed oun ket va‐unan euz ar bed.


Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va‐unan enhe.


Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.


Ha Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieaz etrezeg enhe, hag a lavaraz dezhe: Piou a glaskit‐hu?


Goude‐ze, Jesus, o velet e oa peur‐c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz: Sec’hed em euz.


ha Pask ar Judevien a oa tost, ha Jesus a bignaz da Jerusalem.


Hogen, ar Pask, gouel ar Judevien, a oa tost.


Klask a rent eta an tu da gregi enhan; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur.


Jesus a lavaraz dezhe: Va amzer n’eo ket deuet c’hoas; mes hoc’h amzer c’houi a vez da bep koulz.


Jesus a lavaraz ar c’homzou‐ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.


Er c’hontrol, en holl draou‐ze e c’hounezomp ar victoar ha muioc’h c’hoas, dre an hini hen deuz karet ac’hanomp.


Derc’hel a raio c’hoas d’ho krenvaad beteg ar fin, evit ma viot didamal en deiz hon Aotrou Jesus‐Christ.


Rag ni a zo deuet da gaoud lod er C’hrist, mar dalc’homp stard beteg ar fin hon assurans kenta,


mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he‐unan; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.


Hogen, desiroud a reomp ma teuio pep hini ac’hanoc’h da ziskouez ar memeus aked evit conservi, beteg ar fin, an assurans parfet euz an esperans;


Rag‐se, o veza lakeat eur c’houriz var groazellou hoc’h intentamant, hag o veza sobr, gortozit gant eun esperans parfet ar c’hras a vezo digasset deoc’h da zonedigez Jesus‐Christ;


Evidomp‐ni, ni a gar anezhan, abalamour ma hen deuz hor c’haret da genta.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos