Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 12:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 An hini a gar he vuez he c’hollo; hag an hini a gassa he vuez er bed‐man, a gonservo anezhi evit ar vuez eternel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 An hini a gar e vuhez he c’hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 12:25
13 Referencias Cruzadas  

An neb hen devezo miret he vuez, he c’hollo; mes an neb hen devezo kollet he vuez abalamour d’in, a gavo anezhi.


Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in, he c’havo;


Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hano, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel.


Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; mes piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an Aviel, hennes a zaveteo anezhi.


Mar teu unan‐benag d’am c’havout, ha ma ne deu da gasaad he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha zo‐ken he vuez he‐unan, na hell ket beza diskibl d’in.


Piou‐benag a glasko savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo anezhi, he c’havo.


Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’co ket precius d’in, gant ma peur‐achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue.


Mes Paol a respontaz: Petra a rit‐hu o wela hag oc’h ober d’in rann‐galon? Rag me a zo prest, n’e ket hep‐ken da veza liammet, mes ive da vervel en Jerusalem evit hano an Aotrou Jesus.


Gragez ho deuz adkavet ho zud varo dre ar resurrection; ha re all a zo bet merzeriet, pa ne felle ket dezhe beza delivret, evit gallout kaoud eur resurrection gwelloc’h;


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos