Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 12:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 He ziskibien na gomprenjont ket kement‐se da genta; mes pa oe glorifiet Jesus, neuze e teuaz memor dezhe penaos e oa scrivet an traou‐man divar he ben, hag e oant bet c’hoarvezet ganthan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 12:16
19 Referencias Cruzadas  

An Aotrou, goude m’hen doa komzet outhe, a oe savet en env, hag ec’h azezaz en tu deo da Zoue.


Mes int na gomprenent ket ar gomz‐se; ha ne gredent ket goulen diganthan.


Mes ne gomprenjont netra a gement‐se; ar c’homzou‐ze a oa goloet evithe, ha ne gomprenent ket ar pez a lavare dezhe.


Neuze e lavaraz dezhe: O tud diskiant, ha tud a galon diegus da gredi ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted!


Neuze e tigoraz dezhe ho spered, evit ma c’heljent compren ar Scrituriou.


Mes na gomprenent ket ar gomz‐ze; ken teval e oa evithe, ken ne oant ket evit he gompren; ha ne gredent ket hen interroji var gement‐se.


ha Jesus a respontaz dezhe: Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den.


Mes ar C’honsolator, ar Spered‐Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.


Mes lavaret em euz deoc’h an traou‐man, evit, pa vezo deuet an amzer, m’ho pezo sonj em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket ho lavaret deoc’h adaleg ar pen‐kenta, abalamour ma oann assambles ganeoc’h.


Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.


Goude eta ma oe resussitet a‐douez ar re varo, he ziskibien a zeuaz sonj dezhe hen doa lavaret dezhe kement‐se; hag e credjont d’ar Scritur ha d’ar gomz‐ze hen doa lavaret Jesus dezhe.


(Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


Ra ouezo eta holl di Israel a‐dra‐zur, penaos hen deuz Doue great Aotrou ha Christ ar Jesus‐se pehini hoc’h euz crucifiet.


Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra‐benag ma hen doa he‐man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte.


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


Hogen, ar pen‐kenta euz ar pez hon euz lavaret, eo ma hon euz eun hevelep Beleg‐braz, pehini a zo azezet a‐zeo d’an tron euz ar Vajeste en envou,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos