Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 12:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur grial: Hosanna! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 12:13
19 Referencias Cruzadas  

Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou!


Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he‐unan. Mar d’eo roue Israel, ra ziskenno eta breman euz ar groaz, ha ni a gredo enhan.


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Ha Jesus, o veza kavet eun azenic, a azezaz varnezhan, evel ma’z eo scrivet:


Na pe ket a aoun, merc’h Sion; setu da roue o tond, azezet var eubeul eun azenez.


Mes int a grie: Tenn, tenn anezhan euz hon touez, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Ha crucifia a rin‐me ho roue? Prinsed ar veleien a respontaz: N’hon euz roue e‐bed nemed Cezar.


Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret: Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl‐c’halloudec! Just ha gwir eo da hentchou, O Roue ar zent!


Ha var he vantel, ha var he vorzed, hen doa an hano‐man scrivet: roue ar rouane hag aotrou an aotronez.


Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos