Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 10:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Den na lam anezhi diganen, mes me a ro anezhi ac’hanoun va‐unan; ar galloud em euz d’he c’huitaad, hag ar galloud d’he c’hemeret a‐nevez; an urz‐man em euz bet digant va Zad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac’hanon va-unan. Ar galloud am eus d’he lezel hag ar galloud d’hec’h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:18
23 Referencias Cruzadas  

Me eo ar mesaer mad; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved.


evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad; hag e roan va buez evit va denved.


Setu perag e kar va Zad ac’hanoun; abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a‐nevez.


Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.


Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez.


Jesus a respontaz dezhan: Te n’az pije galloud e‐bed var‐n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h; dre‐ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.


Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he‐unan, evel‐se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he‐unan.


Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


Mes Doue hen deuz resussitet anezhan, o veza torret liammou ar maro, rag ne oa ket possubl d’ar maro he zerc’hel.


Doue hen deuz resussitet ar Jesus‐se; holl ez omp testou a gement‐se.


hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a‐douez ar re varo: ni a zo testou euz a gement‐se.


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


Mes gwelet a reomp curunet a c’hloar hag a henor ar Jesus‐se, pehini, dre ar maro hen deuz gouzanvet, a zo bet great eun tammic izelloc’h eged an elez, evit ma teuje, dre c’hras Doue, da zouffr ar maro evit an holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos