Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 10:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Mes ar mevel, pehini n’ed eo ket ar mesaer, ha n’eo ket an denved dezhan, a vel ar bleiz o tond, a lez eno an denved hag a dec’h kuit; hag ar bleiz a gas ganthan an denved, hag ho disparti holl.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Met an devezhour n’eo ket ar mesaer hag an deñved n’int ket dezhañ. Pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec’h. Ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:12
15 Referencias Cruzadas  

Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e‐kreiz ar bleizi; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed.


Diwallit ouz ar fals‐profeted, pere a zeu d’ho kavout en gwiskamant denved, mes pere a zo en diabarz bleizi scrapus.


Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved.


Mes an hini a antre dre an nor eo mesaer an denved.


Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez; gervel a ra he zenved he‐unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz.


Rag me a oar penaos, goude ma vezin eat kuit, ec’h antreo gwall‐vleizi en ho touez, ha na espernint ket an denved;


arabat eo e vez douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar gounid dizhonest, mes dous, aketus da dec’het euz ar c’hannou, hag heb avaristed,


Er memeus doare, ra vezo an diaconed tud poellec, hep tromplerez; arabat eo e vent douget d’ar gwin, na d’ar c’hounidegez disleal;


rag Demas, o veza karet ar bed‐man, hen deuz va dilezet, hag a zo eat da Dessalokika, Crescens a zo eat en Galatia, ha Titus da Zalmatia.


Rag red eo d’an eskop beza divlam, evel eur servicher da Zoue; red eo ne vez ket fizius enhan he‐unan, na colerus, na douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar c’hounidegez disleal;


Messait denved Doue pere a zo en ho touez, o teuler evez varnezhe, nann dre fors, mes a volontez‐vad; nann evit eur c’hounidegez vil, mes dre garantez;


Ha dre avaristed e raint trafic ac’hanoc’h dre gomzou tromplus; mes abaoe pell amzer ne ehan ho c’hondaonation da dostaad, hag ho c’hollidigez na choum ket mor‐gousket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos