Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 10:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Al laer na zeu nemed da laerez, da laza ha da zistruja; me a zo deuet, evit ma kavo va denved ar vuez, ha ma vezint e‐kreiz an abondans.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m’o devo ar vuhez, ha m’o devo anezhi gant fonnuster.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:10
25 Referencias Cruzadas  

Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.


Rag Mab an den a zo deuet da zavetei ar pez a oa kollet.


evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.


Scrivet eo: Va zi a vezo galvet eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron.


Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud; na antreit ket ebarz hoc’h‐unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.


Hag e kelenne anezhe, en eur lavaret: Ha n’ed eo ket scrivet: Va zi a vezo galvet eun ti a beden evit an holl nationou? mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern laeron.


Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini na antre ket dre an nor e kraou an denved, mes a ia dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eun torfetour.


Me eo ar mesaer mad; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved.


Mar d’euz unan‐benag hag a glev va c’homzou ha na gred ket, na varnan ket anezhan, rag n’oun ket deuet evit barna ar bed, mes evit savetei ar bed.


ha roet an arc’hant d’ar beorien? Mar lavare an dra‐ze, ne oa ket abalamour m’hen doa sourci ouz ar beorien, mes dre ma oa laer, ha ma talc’he ar ialc’h,


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


ha na fell ket deoc’h dond d’am c’havoud evit kaoud ar vuez.


Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.


Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.


te eta, pehini a zesk ar re all, n’en em zeskez ket da‐unan! Prezeg a rez na dleer ket laerez, hag e ez laeronsiou!


Ar gomz‐man a zo gwir ha dign a bep fizians: Jesus‐Christ a zo deuet er bed evit savetei ar bec’herien, a bere ez oun ar c’henta.


evel‐se, Doue, dre ma felle dezhan diskouez c’hoas gwelloc’h da heritourien ar bromessa pegen ferm e oa he volontez, a brometaz dre eul le;


Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.


hag evel‐se an antre e rouantelez eternel hon Aotrou ha Salver Jesus‐Christ a vezo roet deoc’h gant largentez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos