Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 10:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini na antre ket dre an nor e kraou an denved, mes a ia dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eun torfetour.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec’h all, a zo ul laer hag ur brigant.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:1
28 Referencias Cruzadas  

Diwallit ouz ar fals‐profeted, pere a zeu d’ho kavout en gwiskamant denved, mes pere a zo en diabarz bleizi scrapus.


Jesus eta a lavaraz dezhe c’hoas: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h:


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


Ha penaos e vezo prezeget, ma ne vez digasset den? evel ma’z eo scrivet: Na peger kaer eo treid ar re a zigas ar c’helou mad euz ar peoc’h, ar re a annons traou mad!


Rag ar seurt tud‐se na zervichont ket hon Aotrou Jesus‐Christ, mes ho c’hov ho‐unan; ha gant komzou kaer ha meulodiou, e tromplout calonou an dud divalis.


pere a goll famillou zo‐ken, o tiski evit eur c’hounidegez mezus traou ha n’int ket deread.


Ha den na hell kemer an henor‐ze evithan he‐unan, nemed an hini a zo galvet gant Doue, evel Aaron.


Divarben ar zilvidigez‐ze eo ho deuz enklasket gant aked hag examinet piz ar brofeted, pere ho deuz profetised divarben ar c’hras a zo enoc’h;


Hogen evel ma’z euz bet fals profeted e‐touez ar bobl, e vezo ive fals doctored en ho touez, pere a roio digor e‐kuz da hereziou danjerus, tud pere, o nac’h an Aotrou pehini hen deuz ho frenet, a denno a‐daol ar gollidigez varnezhe ho‐unan.


Ha dre avaristed e raint trafic ac’hanoc’h dre gomzou tromplus; mes abaoe pell amzer ne ehan ho c’hondaonation da dostaad, hag ho c’hollidigez na choum ket mor‐gousket.


Bugale muia‐karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a‐berz Doue; rag kalz a falsprofeted a zo deuet er bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos