Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 4:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Mes en amzer‐ze, evit‐gwir, dre ne anavezec’h ket Doue, e servichec’h doueou ha n’int ket doueou dre ho natur.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Gwechall, evit gwir, dre ma n’anavezec’h ket Doue, e servijec’h doueed ha n’int ket doueed dre o natur,

Ver Capítulo Copiar




Galated 4:8
31 Referencias Cruzadas  

Er bed e oa, hag ar bed a zo bet great ganthan; mes ar bed n’hen deuz ket he anavezet.


Hag e c’hanvet Barnabas, Jupiter, ha Paol, Mercurius, abalamour ma oa he‐man a zouge ar gomz.


Rag en eur dremen, hag o consideri an traou a adorit, em euz kavet eun aoter var behini eo scrivet: d’an doue dizanaf. An hini eta a adorit heb hen anaoud, hennes eo a brezegan deoc’h.


hag ho deuz troet gloar an Doue immortel en imach an den mortel, hag en imachou lapoused, ha loened a bevar droad, hag a amprevaned.


Hag, evel n’ho doa sourci e‐bed da anaoud Doue, Doue hen deuz livret anezhe da eur spered a zireizted, en hevelep doare ma reont traou mezus.


Rag, o veza n’hen deuz ket gallet ar bed, dre he furnez, anaoud Doue, e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue savetei, dre ar follentez euz ar bredication ar re a gred.


Gouzoud a rit penaos pa oac’h Jentiled, e oac’h douget d’an idolou mud, hervez ma vijec’h renet.


Dre‐ze eta, var ar pez a zell dibri traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos eun idol n’eo netra er bed, ha penaos n’ez euz nemed eun Doue hep‐ken.


Evel‐se ive ni, pa oamp bugale, e oamp en esclavach dindan kenta genteliou ar bed.


pere a heuil ar vanite euz ho spered; o veza tenvaleet ho intentamant, hag o veza pell euz ar vuez a Zoue, abalamour d’an ignorans a zo enhe, dre ar galeder euz ho c’halon;


Rag ho‐unan e leveront pebez digemer hon euz bet diganeoc’h, ha penaos ez oc’h distroet euz an idolou da Zoue, evit servicha an Doue beo ha gwirion,


heb en em rei d’ar ioulou direiz, evel ar Jentiled, pere na anavezont ket Doue.


evit tenna venjans euz ar re na anavezont ket Doue, ha na zentont ket ouz Aviel hon Aotrou Jesus‐Christ.


Rag awalc’h eo deomp beza great, en amzer hor buez tremenet, bolontez ar Jentiled, en eur vale en diroll, en droug‐ioulou, er vezventi, er gourmandiz, hag er zervich criminal euz an idolou.


Gwelit pebez karantez hen deuz diskonezet an Tad en hor c’henver‐ni, pa’z omp galvet bugale Doue! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos