Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 1:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 diskouez he Vab enoun, evit ma prezegjen anezhan e‐touez ar Jentiled; kerkent em euz hen great, heb selaou nag ar c’hig nag ar goad,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c’hig nag ar gwad

Ver Capítulo Copiar




Galated 1:16
30 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou.


Beillit ha pedit, gant aoun ne zeufec’h da gweza en dentation; rag ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.


Mes hen a lavaraz d’in: Kea; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . . .


Ha na ehanent ket bemdez da gelen ha da brezeg Jesus‐Christ, ebarz an templ hag euz an eil ti d’egile.


Mes an Aotrou a lavaraz dezhan: Kea; rag an den‐ze a zo eun instrumant em euz choazet, evit dougen va hano dirag ar Jentiled, dirag ar rouane ha dirag bugale Israel;


Ha rag‐tal e prezegaz er sinagogou, e oa Jesus Mab Doue.


dre behini hon euz recevet ar c’hras hag ar garg a Abostol, evit digas da blega d’ar feiz en he hano an holl Jentiled;


Rag me a lavar deoc’h‐hu, Jentiled: O veza ma’z oun abostol ar Jentiled, e c’hlorifian va c’harg,


Hogen, breudeur, ar pez a lavaran eo an dra‐man, penaos ar c’hig hag ar goad na hellont ket herita euz a rouantelez Doue, na ken neubeud ar vreinadurez herita euz an divreinadurez.


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


Evel‐se, a‐vreman, na anavezomp den hervez ar c’hig; ha memeus mar hon euz anavezet ar C’hrist hervez ar c’hig, breman n’hen anavezomp mui evel‐se.


Pevarzec vloaz goude, e saviz adare da Jerusalem gant Barnabas, hag e kemeriz ive Titus ganen.


Abalamour da ze, me, Paol, a zo prizonier Jesus‐Christ evidoc’h‐hu, Jentiled;


Rag n’e ket a‐enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a‐enep ar princelezou, a‐enep ar puissansou, a‐enep prinsed an devalijen euz ar bed‐man, a‐enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel.


pere a vir ouzomp prezeg d’ar Jentiled, evit ma vezint salvet, o leunia evel‐se mui‐ouzmui ar muzul euz ho fec’hejou; mes coler Doue a zo deuet varnezhe, evit lakaad eun termen da gement‐se.


Evit an desteni‐ze eo, (ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier,) ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol ha da zoctor d’ar Jentiled er feiz hag er wirionez.


evit pehini ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol, ha da zoctor ar Jentiled.


Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos