Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 9:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Hag ar pemved eal a zonaz gant he drompil, hag e veliz eur stereden kwezet euz an env d’an douar; hag alc’houez punz an abim a oe roet d’an eal‐ze.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc’houez puñs an donder a voe roet dezhañ,

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 9:1
20 Referencias Cruzadas  

Hag hen a lavaraz dezhe: Me a vele Satan o kweza euz an env evel eul luc’heden.


Hag e pedent anezhan ne gommandje ket dezhe mond e punz an abim.


pe c’haos: Piou a ziskenno e calon an douar? Kement‐se eo lakaad ar C’hrist da zevel adouez ar re varo.


bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro.


Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.


Ha pa ho devezo echuet da rei ho zesteni, al loen a zav euz an abim a rai brezel dezhe, a vezo treac’h varnezhe, hag ho lazo.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


Goude‐ze e veliz eun eal o tisken euz an env, ha ganthan alc’houez an abim, hag eur chaden vraz en he zorn;


Hag an diaoul, pehini a dromple anezhe, a oe taolet el lenn a dan hag a soufr, en pe leac’h ema al loen hag ar fals‐profet; hag e vezint tourmantet noz‐deiz, da virviken.


Ha stered an env a gwezaz var an douar, evel ma taol eur vezen‐fiez he fiez glaz, pa vez hijet gant eur bar‐avel.


Hag an trede eal a zonaz gant he drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz henvel ouz eul lamp o tevi, hag e kwezaz var an drededen euz ar steriou, ha var vamennou an doureier.


Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.


Hag e veliz ar seiz eal a vez en ho za dirag Doue, hag e oe roet dezhe seiz trompil.


Hag e tigoraz punz an abim, hag e savaz euz ar punz eur vogeden, henvel ouz moged eur forn vraz; hag an heol hag an ear a oe tenvaleet gant ar moged euz ar punz;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos