Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 8:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An ael a gemeras an ezañsouer, a leunias anezhañ gant tan eus an aoter hag a daolas anezhañ war an douar. Hag e voe mouezhioù, kurunoù, luc’hed hag ur c’hren-douar.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 8:5
24 Referencias Cruzadas  

Rag eur bobl a zavo a‐enep eur bobl all, hag eur rouantelez a‐enep eur rouantelez all; ha beza e vezo kernez, ha bossen ha krennamant douar e meur a leac’h.


Me a zo deuet da lakaad an tan var an douar; ha petra a hellan‐me da zeziroud mar d’eo allumet dija!


Hag en eun taol e c’hoarvezaz eur gwall‐grenamant douar, ken a oe dismantret fondamant ar prizon, ha kerkent an holl dorojou a zigoraz, hag ho liammou dezhe holl a doraz.


Pa ho doe pedet, al leac’h en pehini e oant assambles a grenaz; hag e oent holl leuniet euz ar Spered‐Santel, hag ec’h annonsent Ger Doue gant hardiegez.


En heur‐ze ive e c’hoarvezaz eur gwall‐grennamant douar; hag an degved loden euz ar gear a gwezaz, hag er c’hrennamant douar‐ze e oe lazet seiz mil den, hag ar re all a oe spountet braz, hag e rojont gloar da Zoue an env.


Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.


Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue.


Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’houec’hved siel, ha setu ma choarvezaz eur c’hren‐douar braz, hag an heol a zeuaz da veza du evel eur sac’h reun, hag al loar a zeuaz da veza evel goad.


Hag eun eal all a zeuaz hag en em zalc’haz tost d’an aoter, ha ganthan eun ezansouer aour, ha roet e oe dezhan kalz a ezans da offr, gant pedennou an holl zent, var an aoter aour a zo dirag an tron.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos