Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 8:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 8:12
26 Referencias Cruzadas  

Rag‐tal goude an affliction euz an deiziou‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen, hag ar stered a gwezo euz an env, ha puissansou an envou a vezo bransellet.


Hogen, adaleg ar c’houec’hved beteg an naoved heur, e oa goloet an douar holl a devalijen.


En deiziou‐ze goude an dribulation‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen;


Pa oa deuet ar c’houec’hved heur, e oe tevalijen var an douar holl, beteg an naoved heur.


Siniou a vezo ebarz an heol, el loar hag er stered; ha var an douar ar boblou a vezo en anken hag en nec’hamant, rag ar mor hag an tarzou mor a rai eun drouz spontus.


an heol a vezo troet e tevalijen, hag al loar en goad, abarz ma teui devez braz ha glorius an an Aotrou;


evit an dud difeiz, da bere doue ar bed‐man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue.


hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi.


Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho‐unan gant ho dent.


Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’houec’hved siel, ha setu ma choarvezaz eur c’hren‐douar braz, hag an heol a zeuaz da veza du evel eur sac’h reun, hag al loar a zeuaz da veza evel goad.


Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud.


An drederen euz an dud a oe lazet gant an tri dra‐man, gant an tan, gant ar moged, ha gant ar soufr a zeue er meaz euz ho genou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos