Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac’h eus da vezañ bev met marv out.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:1
30 Referencias Cruzadas  

rag ar mab‐man d’in a oa maro, hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet. Hag int a gommansaz d’en em rejouissa.


Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet.


Hag holl hon euz bet deuz he leunder, ha gras evit gras.


Evidoun‐me, n’hen anavezen ket; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in: An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered‐Santel.


Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e c’hwezaz varnezhe hag e lavaraz dezhe: Recevit ar Spered‐Santel.


Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur.


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


C’houi ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou,


pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (dre c’hras eo ez oc’h salvet;)


Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho kig dicirconcis, hen deuz ho tigasset d’ar vuez assambles ganthan, o veza pardonet deoc’h hoc’h holl bec’hejou.


Mes an hini a vev er plijadurezou, a zo maro hag hi o veva.


Rag evel ma’z eo maro ar c’horf heb an ene, evel‐se, ive ar feiz heb an oberou a zo maro.


o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a‐ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h.


Tarchou int en ho prejou a garantez, o vaga ho c’horf hep damanti, pa zeuont da zebri assambles ganeoc’h; ar re‐ze a zo goabrennou hep dour, taolet ha distaolet gant an avel; gwez erruet da fin an diskar‐amzer, difrouez, diou wech maro ha dic’hriziennet;


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


Bez’ e oa ganthan en he zorn deo seiz stereden; euz he c’henon e teue eur c’hleze lem euz an daou du, hag e vizach a lugerne evel an heol e‐kreiz he nerz.


Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu‐all d’az re genta.


Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad.


Anaoud a ran da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra‐benag ma’z oud pinvidic,) ha droug‐prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan.


Anaoud a ran da oberou; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom‐bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe tom‐bero!


Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue.


Anaoud a ran da oberou; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano.


Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue.


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos