Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 21:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Ha me, Ian, a velaz ar gear zantel, ar Jerusalem nevez, o tisken euz an env a‐gichen Doue, kempennet evel eur vreg‐yaouank evit he fried.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 21:2
28 Referencias Cruzadas  

An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet.


Rag me a zo jalous ac’hanoc’h gant eur jalouzi a Zoue, rag hoc’h unanet em euz gant eur Pried hep‐ken evit ho prezanti evel eur verc’hez dinam d’ar C’hrist.


Rag en gortoz e oa euz ar gear he deuz fondationou, ar gear euz a behini Doue he‐unan eo ar fondator hag ar mestr‐maçoner.


mes breman e c’hoantaont eur vro gwelloc’h, da lavaret eo, eur vro celestiel; dre‐ze Doue n’hen deuz ket a vêz o veza galvet ho Doue; rag preparet hen deuz eur gear evithe.


Mes c’houi a zo tosteet ouz menez Sion, ouz kear an Doue beo, ar Jerusalem celestiel, ouz ar milierou a elez,


Rag n’hon euz kear peurbadus e‐bed var an douarman, mes klask a reomp an hini da zond.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Mez lez ar porz a zo a‐ziaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan; rag roet eo bet d’ar Jentiled; hag int a flastro gant ho zreid ar gear zantel e‐pad daou vis ha daou‐ugent.


Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a‐berz Doue, ha gloar Doue ganthi.


Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan.


Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.


ha mar deu unan‐benag da lemmel euz a gomzou al levr a brofesi‐man, Doue a lammo he lod euz al levr ar vuez, hag euz ar gear zantel, hag euz an traou a zo scrivet el levr‐man.


An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a‐gichen va Doue, ha va hano nevez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos