Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 2:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Scriv d’an eal euz a Iliz ephesus: Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e‐kreiz ar seiz cantoleur aour:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc’h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour:

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 2:1
20 Referencias Cruzadas  

Rag el leac’h m’az euz daou pe dri assamblet em hano, me a zo eno en ho c’hreiz.


ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!


Ian a oa eur c’houlaouen o tevi hag o rei sclerijen, ha c’houi a zo bet fellet deoc’h, evit eur pennad, en em rejouissa ouz he sclerijen.


Neuze ec’h erruaz en Ephesus, hag e lezaz eno he gen‐veajourien, mes o veza antreet er sinagog, en em lekeaz da rezoni gant ar Judevien,


Hag e kimiadaz outhe, en eur lavaret dezhe: Red mad eo d’in ober ar gouel a zeu en Jerusalem; mes distrei a rin d’ho kwelet, mar plij gant Doue; hag ez eaz kuit euz a Ephesus.


E‐pad ma oa Apollos e Corint, Paol, goude beza tremenet dre ar c’hosteziou huella euz an Azi, a zeuaz da Ephesus. Eno e kavaz eun neubeud diskibien, hag e lavaraz dezhe:


Petra hen deuz templ Doue da ober gant an idolou? Rag c’houi eo templ an Doue beo, evel ma hen deuz Doue lavaret: Me a choumo en ho c’hreiz hag e valein en ho zouez; me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl.


Bez’ e oa ganthan en he zorn deo seiz stereden; euz he c’henon e teue eur c’hleze lem euz an daou du, hag e vizach a lugerne evel an heol e‐kreiz he nerz.


Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.


Hogen, eur sin braz a oe gwelet en env, eur vreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzec stereden.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz pergamus: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz thyatira: Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daou‐lagad evel eur flam‐tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:


Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos