Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 19:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hag e leverjont adare: Alleluia! hag he moged a zav da virviken.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Lavarout a rejont un eilvet gwech: Allelouia! Hag he mogedenn a savas e kantvedoù ar c’hantvedoù.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 19:3
9 Referencias Cruzadas  

Evel Sodom ha Gomorrh, hag ar c’heariou divar dro, pere a oa en em roet d’ar memeus impurete evelthe, ha da bec’hejou enep an natur, a zervich da exempl, o c’houzanv ar boan euz a eun tan eternel;


Hag ar moged euz ho zourmant a zavo da virviken; hag ar re ho devezo adoret al loen hag he imach, ha piou‐benag hen devezo kemeret ar merk euz he hano, n’ho devezo ehan e‐bed, nag en noz nag en deiz.


hag o velet ar moged a zave euz an tan a zeve anezhi, e crient: Peleac’h ema ar gear a oa par d’ar gear vraz‐ze?


Ha rouane an douar, pere ho deuz great impurete ha bevet en dilisou ganthi, a ouelo dezhi, hag a skoio var boul ho c’halon abalamour dezhi, pa velint ar moged euz an tan a zev anezhi.


Goude‐ze e kleviz evel mouez eun niver braz a dud, en env, hag e lavarent: Alleluia! (Meulit Doue). Ar zilvidigez, hag ar gloar, hag an henor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue!


Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret: Amen, Alleluia!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos